SONEREZH HA DAÑS

AR GLAZIKED

Krouet e oa bet ar strollad Glaziked Ploudregad e 1946 evit saveteiñ ha skignañ glad ha sevenadur Breizh. Diorroet eo a-hed an amzer, ha bremañ ez eus 3 rann ennañ :
– ar bagad, ar bagadig, ar skol sonerezh
– ar C’hlaziked vihan, skol dañs (kelc’h ar vugale)
– an Dalc’h mat (kelc’h an dud kozh).
Gant ouzhpenn 150 ezel, ar strollad en deus lidet e 75vet deiz-ha-bloaz e 2021. Gwelet e vez e Breizh dreist-holl hag ivez en estrenvro, ha skignañ a ra sevenadur ha gwiskamantoù ar c’horn-bro.

Darempred : Gwenael ar Barz, 06 87 83 40 11, bagad.bagadig-pouldergat@hotmail.fr
facebook : Bagad glaziked Pouldregad

LES VAREUSES A DREUZ

Krouet e oa bet ar strollad kanerien amatourien-se e 2002, ha diorroet en deus ur sac’had kanaouennoù martoloded. Klevet e vez en abadennoù hag er festoù eus ar vro.

Darempred : Andrée Henaff, 06 38 67 11 01, andree.henaff@gmail.com

KREIZENN AN ARZOÙ

Digor d’an holl eo skol sonerezh ha dañs Douarnenez : bugale, krennarded, oadourien. Kinnig a ra kentelioù unan-hag-unan evit deskiñ seniñ binvioù (akordeoñs, gitar-boud, taboulinoù, klarinetenn, fleüt-treuz, gitar, telenn, piano, saksofon, violoñs…), atalieroù pleustriñ a-stroll, kanañ en ul laz, kentelioù dañs…

Skol sonerezh ha dañs kêr
Kreizenn arzoù André Malraux – 88 straed Louis Pasteur – 29100 Douarnenez,
Pgz : 02 98 92 92 32
Postel : accueil.emdap@mairie-douarnenez.fr

Gouzout hiroc’h

FAÑFARIOÙ

Meur a fañfar a ra o reuz e Douarnenez : À Bout de souffle, Savato, ar Reuz Bonbons (ur fañfar gant merc’hed hepken), fañfar Kermaron (a zegemer an holl sonerien, deraouidi pe tud arroutet-mat).
Darempredoù

Bep bloaz e vez aozet ur fest gant La Vie en Reuz evit dougen enor d’ar fañfarioù eus Douarnenez pe eus kalz pelloc’h.
Gouzout hiroc’h