buheziñ yaouankiz

ulamir kreizenn sokial ar gwaien

En hor c’humun, ar gevredigezh ULAMIR ar Gwaien a gas en-dro :
– un degemer dudi hep herberc’h (DDHH / ALSH) evit ar vugale eus 3 da 12 vloaz, a-hed miz Eost hag ur sizhunvezh da vare an Nedeleg, e Ti ar Vugale, straed Pratanirou. E-maez ar prantadoù-se e c’hall familhoù Ploudregad enskrivañ o bugale e DDHH Poullann pe en hini Landudeg aozet ivez gant an ULAMIR.
Programm ar vakañsoù.
– un oaled evit ar yaouankizoù etre 11 ha 15 vloaz, digor d’ar Merc’her eus 2e da 4e, e Ti ar re yaouank, straed Pratanirou.

Darempred : ULBAM, 02 98 74 27 71, ulamir.poullan@wanadoo.fr

ar glaziked

Ar Glaziked a ginnig d’ar vugale ha d’ar re yaouank ober traoù a-fet ar sonerezh hag an dañs breizhat.

Evit a sell ouzh ar sonerezh e c’hallont deskiñ seniñ ur benveg eus ar bagad (binioù, bombard, taboulin sklent) e-barzh ar skol sonerezh ha pleustriñ a-stroll e-barzh ar bagadig. Roet e vez ar c’hentelioù sonerezh gant kelennerien diplomet gant ar Stad. Er sal Ti an holl e vezont d’ar Gwener eus 5e da 8e.
Darempred skol sonerezh ha bagadig : Mickael ar Gelleg, 06 09 01 29 98, mikguellec@hotmail.fr

Evit a sell ouzh an dañs e c’hall ar vugale hag ar re yaouank kaout un tañva eus dañsoù Breizh e-barzh ar c’helc’h ketiek.
Darempred kelc’h keltiek : Annick Dupont, 06 12 96 00 37, glazikedbihan@gmail.com

skol Mell-droad

Pouldregad Sportoù en deus adroet lañs d’ur skol vell-droad d’an distro-skol 2021 evit ar merc’hed hag ar baotred ganet etre 2013 ha 2016, o chom er gumun pe pelloc’h. Evel-se e klasker kinnig d’ar vugale pleustriñ ar vell-droad en un endro plijus ha kevannezus. Graet e vez ar gourdonañ d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn d’enderv. Gallout a reer en em enskrivañ hed-ha-hed ar bloaz.

Darempred : André Savina, 06 68 67 32 51, andre.savina@sfr.fr

politikerezh yaouankiz ar gumuniezh

Douarnenez Kumuniezh he deus divizet sammañ ar gefridi yaouankiz e 2019 ha termenet he deus ur politikerezh yaouankiz er gumuniezh evit ar re etre 11 ha 25 bloaz gant 4 c’hefridi diazez :
– Ober diouzh ma c’hallo ar re yaouank bevañ ha labourat er c’horn-bro,
– Kas perzh ar re yaouank war-raok e buhez ar gevredigezh, lakaat anezho da oberourien, souten o luskoù,
– Sikour ar c’henemprañ e buhez an oadourien,
– Kreñvaat an dizarbenn hag aezamant ar re yaouank.
An temoù a bleder ganto eo an implij, ar stummañ, ar c’henemprañ, ar monedone, an dudi, ar sport, ar geodedouriezh, al lojeiz, an deskadurezh, ar sevenadur, ar yec’hed…

Kenurzhier yaouankiz ha dizarbenn : Franck Esparza
Pgz : 02 98 74 44 02 / 06 40 90 91 39 – Postel : franck.esparza@douarnenez-communaute.fr
www.douarnenez-communaute.fr/jeunesse/politique-jeunesse/

Servij kelaouiñ ar yaouankizoù
Ti Charles Tillon – 18, straed Anatole France e Douarnenez
Pgz : 02 98 92 47 00 / 07 85 81 83 29 – Postel : infojeunes@douarnenez-communaute.fr
www.douarnenez-communaute.fr/jeunesse/service-information-jeunesse/