AR BREZHONEG

“Ma yezh a from ma c’halon abalamour ma liamm ac’hanon ouzh ma mammoù-kozh, ma hendadoù, ma zud, ma mab, ma mignoned, ma douar a gomz ouzhin dre anvioù ar c’hêrioù, ar c’hêriadennoù, ar stêrioù, ar parkoù a gont o istor din hag a ro tro din-me da enskrivañ ma hini. Pa gomzan brezhoneg em bez ar santimant e lakaan da vevañ ar re a zo bet hag o deus roet un tamm anezho din, o doare da lavaret ar bed, hag o deus roet din ivez ma fri-furch, ar goust evit ar re na anavezan ket, na gomzont ket eveldon hag a garfen anavezout o istor, o barzhoniezh.”

Nolwenn Korbell, kanerez eus Bro Douarnenez, da-geñver al lid evit reiñ kolier an Erminig d’ar 6 a viz Mae 2018.

Ur yezh keltiek eo ar brezhoneg, eus ar memes kerentiad hag ar c’herneveureg, ar manaveg, ar c’hembraeg ha gouezeleg Iwerzhon ha Bro-Skos. En deiz hiziv e vez komzet gant war-dro 200 000 a dud. E Kerne e vez komzet brezhoneg gant 15 % eus an dud (sontadeg TMO Rannvroioù 2018). Hiziv an deiz, evit mont a-du gant komzoù Nolwenn Korbell, komz brezhoneg zo un doare da gaout liammoù startoc’h gant lod tud, da lakaat hor sevenadur da vevañ, ha da gompren gwelloc’h al lec’hioù a dremenomp drezo pa bourmenomp war gwenodennoù Pouldregad.

Luc’hskeudenn : enrolladenn un abadenn eus Radio Kerne e Pouldregad, en diskar-amzer 2020

AR GARTA “YA d’ar brezhoneg”

En 2015 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Pouldregad abalamour da ziskouez he engouestl evit amzer da zont ar brezhoneg. Ober a ra un toullad traoù evit kas ar brezhoneg war-raok : panelloù divyezhek er straedoù hag en ti-kêr, brezhoneg e teulioù kehentiñ an ti-kêr (kannadig-kêr, pedadennoù, lec’hienn internet da zont…), lid divyezhek evit an euredoù (war goulenn), deskiñ brezhoneg evel ur c’hoari e skol Pouldregad, kemer perzh er Redadeg…

DESKIÑ BREZHONEG

En deiz hiziv e c’hall an oadourien hag ar vugale deskiñ brezhoneg er c’horn-bro.

Evit an oadourien : kentelioù-noz gant Mervent (MJC Douarnenez) : 02 98 87 72 41. An holl stajoù hag ar stummadurioù evit oadourien e lec’hienn DAO – Deskiñ d’an Oadourien.

Evit ar vugale : reiñ un tañva eus ar brezhoneg e Pouldregad er skol bublik Yves Riou (02 98 74 62 97), klasoù divyezhek eus an deskadurezh-Stad e Douarnenez / karter Pouldahu er skol Fañch Gwilhou (02 98 92 09 84).
Raktreset eo digeriñ ur c’hlas divyezhek e skol Yves Riou e Pouldregad en distro-skol 2023, gant ma vo enskrivet trawalc’h a vugale (8 bugel d’an nebeutañ). Pedet eo an tadoù hag ar mammoù dedennet da vont e darempred gant an ti-kêr.

Gouzout hiroc’h war ar raktres.

SELAOU BREZHONEG

Radio Kerne (FM 92)
Radio Bleu Breizh-Izel (FM 96.7)

Evit selaou an abadennoù enrollet e brezhoneg e Pouldregad e c’hallit mont da lec’hienn ar radioioù brezhonek ha merkañ “Pouldregad” er c’heflusker enklask. Klevet a reoc’h Gigit Bariou ha Ronan Kervareg o komz eus kebell-touseg, Gwendal ar Gov o komz eus an diskouezadeg Laezh, Roger Gentrig o kontañ e vuhez e-pad ar brezel pe pa oa aet kuit, yaouank-flamm, da Normandi, Alis ar C’hozh o tisplegañ penaos e veze graet war-dro ar re varv gwechall…

ANVIOÙ LEC’H

Ma ne oar ket an holl brezhoneg en deiz hiziv, ar vro, hi, a gomz brezhoneg… Trawalc’h eo mont dre an hentoù hag ar gwenodennoù evit en em rentañ kont : Kernevez ar C’hestell, Dinaou, Dourigoù, Roz ar c’hoad… E 2005, Ofis ar brezhoneg, gant sikour un dornadig tud eus Pouldregad (Alain ar Brusk, Roger Tymen, Louis Simon, Benjamin Mareg, Louis Kervareg, Pierre Friant), en doa graet un enklask lec’hanvadurezh diwar-benn anvioù lec’hioù hor c’humun. Ur benveg talvoudus-kaer evit tapout krog er binvidigezh-se.