LEVRAOUEGOÙ

LEVRAOUEG KÊR

test Al levraoueg eo ar savadur melen a zo er vanell Dinaou, a-dal da barklec’h an iliz. Gant ur skipailh 5 den a-youl vat e vez degemeret an izili bep Merc’her ha bep Sadorn eus 2e betek 4e.

Gallout a reer en em enskrivañ el levraoueg war e anv evit bloaz en ur ginnig un teul-anaout hag ur brouenn-annez, el levraoueg pe en ti-kêr. Ret eo d’an dud vinor diskouez aotre o zud p’en em enskrivont.

Digoust eo an emezelañ evit an dud vinor hag 12€ eo evit an dud deuet.

Darempred : 02 98 74 64 14

En diskar-amzer 2023 e vo lakaet al levraoueg-kêr da vont e-barzh an « Trede Lec’h / Ti Flap » da zont hag a gemero lec’h an ti-kêr kozh, a-dal d’an iliz.

mEDIAOUEG douarnenez

Ar vediaoueg Georges Perros, war plasenn an Ifern e Douarnenez, zo digor d’an holl. Degemeret e vez al lennerien enni d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 3e da 6e30, d’ar Merc’her eus 10e da 12e30 hag eus 1e30 da 6e30, hag ivez d’ar Sadorn eus 10e30 da 6e.

Digoust eo an enskrivadurioù evit an dud dindan 18 vloaz, 18€ eo evit an dud deuet (priz digresket : 9€ evit ar studierien, korvoderioù sokial izek…).

Gallout a reer lenn ar c’hatalog enlinenn.