lastez

digreskomp hon lastez

Biken ne vo lavaret a-walc’h : al lastez gwellañ eo ar re na vezont ket produet ganeomp. Ar choazoù a vez graet ganeomp en hor modoù beveziñ o devez levezon war kementad ha natur al lastez a vez produet ganeomp, ha war ar priz a zo da baeañ gant ar gumuniezh evit ober war o zro. Douarnenez Kumuniezh a zo karget da zastum ha tretañ hol lastez.

Meur a daol finesa zo evit digreskiñ hol lastez :
– roteliñ an dilerc’hioù organek (rotelerioù e gwerzh gant Douarnenez Kumuniezh en 20 € evit an annezidi)
– braeat ar plant (skoazell d’ar braeat e 50€ d’ar muiañ bep bloaz hag evit pep ti)
– ar pegsunioù « Harz d’ar bruderezh ! » (a c’haller kaout e sez Douarnenez Kumuniezh)
– an dastumadegoù kengret (ur wech ar miz e vez Cap Solidariré e lastezerezh Lannurgad evit adtapout ho traoù a zellezfe kaout un un eil buhez)
– prenañ traoù er stalioù eil dorn (Sikour Pobl e Douarnenez, Cap Solidarité e Plozeved)
– an argerzh “ tamm lastez ebet pe dost”…

Evit gouzout hiroc’h

seier-lastez

Seier du seier melen : grit pizh warno !

Bep bloaz e laka Douarnenez Kumuniezh oberiañ tost da 1,5 milion a seier-lastez a vez ingalet ganti e-touez an dud hag ar servijoù naetaat da c’houde (koust oberiañ : 65 000 €). Mont a ra kement-se d’ober 79 paletennad, bezet 2,5 sammgarrad-ramoker. Da lastez ez a ar seier-lastez-se d’o zro, da c’houde. Gouzout a reomp, siwazh, ez eo al lastez plastik un dra spontus evit an endro (dilaoskadennoù karbon, saotret e vez an dour gant ar mikroplastik…). Ma’z eus seier ganeoc’h er gêr, grit ganto da gentañ. Ha perak ne vefe ket lakaet klaoustre evit implijout nebeutoc’h a seier ? En ur adwelet un tamm e vod beveziñ ha ne c’haller ket implijout 1 sac’h bep div sizhun e-lec’h 1 sac’h bep sizhun ?

Ingalet e vez ar seier-lastez gant Douarnenez Kumuniezh e Ti an Holl e dibenn miz Genver pe e deroù miz C’hwevrer. Ma n’ho pez ket trawalc’h a seier e c’halloc’h kaout seier all e-kerzh ar bloaz e sez Douarnenez Kumuniezh.

Kartenn an endalc’herioù lastez

KArrastell lastez glas / lastezerezhIOÙ

Karrastell lastez glas
Ur garrastell evit al lastez glas a vez lakaet war dachenn kumun Pouldregad gant Douarnenez Kumuniezh. Bep sizhun e cheñch karter ar garrastell-se. Klikañ amañ evit gouzout pelec’h emañ.

Div lastezerezh zo en hor c’horn-bro :
Lastezerezh Lannurgad
Tachenn labourerezh Lannurgad Norzh, 29100 Douarnenez.
Digor eus al Lun d’ar Sadorn eus 9e da 11e50 hag eus 2e da 5e50.
Adalek 2023 e vo ret deoc’h kaout ur badj evit mont e-barzh al lastezerezh.
Lastezerezh Lestrivin
Hent Douarnenez, 29100 Poullann.
Digor al Lun eus 2e da 5e50 hag eus ar Meurzh d’ar Sadorn eus 9e da 11e50 hag eus 2e da 5e50.
Serret eo al lastezerezhioù ar Sul hag an devezhioù vak.

Diwallit ! N’eus nemet an dud prevez a zo o chom e Douarnenez Kumuniezh a c’hall mont d’al lastezerezhioù.