MONE-DONEOÙ

transporTOÙ ETREKÊRIOÙ

Meur a garr-boutin eus ar rouedad Breizh Go a vez o ruilhal e-kichen Pouldregad :
– linenn 51 : Douarnenez > Ar Yeuc’h > Ploneiz > Kemper
– linenn 52(B) : Douarnenez > Koñforzh > Pontekroaz > Gwaien > An Eskevien (> Prevel > Plougoñ)
– linenn 53 : Kemper > Plougoñ (arsav e Landudeg).
Lod eus ar c’hirri-boutin zo aveet gant harpelloù beloioù dija, lod all a vo aveet a-feur ma vo renevezet ar c’hirri-boutin.
Sellit ouzh fichennoù an eurioù.

Evit mont da Zouarnenez pe d’ul lec’h kenere war-zu Kemper pe Gwaien, adalek bourc’h Pouldregad pe Kergesten, ez eus ur servij treuzdougen diwar c’houlenn. Diwallit ! Ret eo mirout ur plas en deiz a-raok dre bellgomz. Evit mont ha dont e kêr Zouarnenez emañ ar servij Tudbus.

TRANSPORTOÙ SKOL

Gant al linenn 5123 Gourlizon > Douarnenez, gant busoù ar C’heur (Le Cœur), e vez desservijet kumun Pouldregad. Daou vus diouzh ar mintin evit mont da skolioù Douarnenez ha daou vus evit distreiñ d’an abardaez. E Pratanirou, Kroashent Kergelenn, straed Sant Ergad, plasenn an iliz, Bel Air, Kerlivid, Kerwanoù ha Kergesten e vez savet er busoù pe e vez diskennet anezho.

Gwelet an eurioù

HENTOÙ BELO

Un hent kenlodet beloioù / kirri-tan a liamm bourc’h Pouldergad ouzh karter Pouldahu e Douarnenez (e bourc’h Pouldregad, a-dal d’ar vered, hent a-zehou). Ur wech en em gavet e Douarnenez e c’haller mont gant an hent glas a gas betek Kemper (hent-houarn kozh). Gallout a reer ivez mont betek bourc’h Poullann en ur heuliañ un hent hag a vesk un hent glas hag un hent kenlodet.

Muioc’h a ditouroù war an terkadurioù belo e Kornôg Kerne.

KENWETURIÑ

Er Foenneg Veur, a-dreñv Ti an Holl, emañ leur-genweturiñ Pouldregad. Ul leur-genweturiñ zo raktreset e Menez Peulvaen (e-kichen Intermarché).

Evit kinnig pe klask un hent e c’hallit ober gant savennoù kenweturiñ kenwerzhel pe digoust. Skouerioù lec’hiennoù kenweturiñ hep gopr ebet evit ar savenn virout :
Ouest go
Mobicoop.

OTOIOÙ KENLODET

Gant kumun ar Yeuc’h ez eus prenet div oto dredan (ur Zoe hag ur c’hKangoo) da vezañ kenlodet etre annezidi eus ar Yeuc’h, eus bro Douarnenez hag eus lec’h all. Gallout a reont feurmiñ anezho en ur mod eeun. Evit annezidi Kumuniezh-kumunioù Douarnenez emañ ar prizoù, energiezh e-barzh, en 8€ (prantad 6 eurvezh), e 13€ (prantad 12 eurvezh), e 17€ (prantad 18 eurvezh), hag e 20€ (prantad 24 eurvezh). Evit lakaat e anv e rank an den reiñ e aotre-bleniañ hag ur brouenn-annez. E bourc’h ar Yeuc’h e vez parket an otoioù.

Doareoù implijout ar servij.

boNNOÙ ADKARGAÑ

Un bonn-adkargañ zo er gumun evit adkargañ an otoioù tredan. War barklec’h an iliz emañ.

Gwelet roll ar bonnoù all e-kichen.