BUGALIGOÙ

ERLEC’H BUGALIGOÙ

An Erlec’h Bugaligoù zo ur servij digoust evit ar vugale, o zud ha tud a vicher ar vugaligoù. Meret eo ar servij-se gant Douarnenez Kumuniezh.

Evit ar vugale ez eo an Erlec’h Bugaligoù ul lec’h deskiñ, divorfilañ, sokialekaat ma vez sikouret ar vugale gant oadourien evit deskiñ traoù nevez. Kinnig a reer momedoù buheziñ a-stroll (kornioù c’hoari, emgavioù bugale/oadourien, ha kement zo). Aozañ a reer obererezhioù a bep seurt diouzh diorroadur ar vugale, gant perzh ar skoazellerien-vamm hag an implijidi er gêr.

Evit tud ar vugale ez eo ur servij evit dastum an holl ditouroù talvoudus a-fet ar modoù da zegemer ar vugale yaouank (modoù degemer a zo anezho, skoazell arc’hant, kevrat labour, eurioù vak ar skoazellerien-vamm, degemer an implijidi er gêr). Eno e kavint ivez ur skoazell er garg a implijer hag un degemer unan-hag-unan evit sikour anezho en o raktres da lakaat diwall o bugel.

Evit ar skoazellerien-vamm hag an implijidi er gêr e kinnig an Erlec’h Bugaligoù ur sikour e red o micher (goulenn gratadur, stummadurioù, statudoù, titouroù nevezet diwar-benn o micher, emglev a-stroll ha kement zo). Ul lec’h selaou ha sikour eo en o darempredoù gant o implijerien. Ar skoazellerien-vamm a c’hall kemer perzh e kaozeadennoù gant tud all a vicher ar vugaligoù diwar-benn o fleustr micherel (nozvezhioù gant un tem, emvodoù, strolladoù komz, stummadurioù, ha kement zo) ha prenañ skiant en ur gemer perzh e momedoù a-stroll gant ar vugale.
Abadennoù buheziñ a-stroll evit an dud a vicher hag ar vugale : d’ar Meurzh, d’ar Yaou pe d’ar Gwener hervez an obererezhioù hag ar steuñv raktermenet.

Penn an Erlec’h Bugaligoù : Nathalie Auffret
Ti ar vugaligoù – 67, straed Laeneg e Douarnenez
Pgz : 02 98 58 96 35 / 06 29 57 50 55 – Postel : rpe@douarnenez-communaute.fr
Degemer war emgav, respontet e vez d’ar pellgomz, gallout a reer ober emgavioù er c’humunioù a-ziwar ar maez.
www.douarnenez-communaute.fr/petite-enfance/relais-petite-enfance/

SKOAZELLEREZED-MAMM

Meur a skoazellerez-vamm a zegemer ar vugaligoù e kumun Pouldregad :

Renée-Marie Korneg, 42 straed Gouzil, 06 82 18 07 93
Frédérique ar Mitouard, straed Olivier Verchin, 06 46 11 50 76 pe 02 98 74 60 52 (aotre evit 4 bugel)
Magalie Morel, 9 straed Pierre Riou, 06 64 65 83 89 (aotre evit 4 bugel)
Priscillia Trétout, 5 straed Edmond Caron, 06 64 93 19 53 (aotre evit 4 bugel)

A-hend-all ez eus daou zen o klask salioù evit digeriñ un TSM (Ti skoazellerezed-mamm) er gumun. M’ho pez titouroù, kit e darempred gant an ti-kêr.

AR VAGOURI

Emañ al liesdegemer e Ti ar Vugaligoù e Douarnenez. Bez’ ez eo ur framm digor eus al Lun d’ar Gwener, eus 7e30 am da 6e30 pm, 49 sizhun diwar 52. Degemer a ra ar vugale eus 2,5 viz da 3 bloaz. Ul lec’h sokialekaat, divorfilañ ha deskiñ eo, e doujañs lusk ar vugale ha bevennoù ar strollegezh.

48 plas zo el liesdegemer. Meur a zoare degemer zo : an degemer ingal (degemer sizhuniek gant ur gevrat bevennet he fad, a resisa an niver a zeizioù hag an tachadoù eurioù miret, tostik-tost da ezhommoù ar familhoù), an degemer a-wechadoù (degemer ur wech an amzer a vast d’un ezhomm ouzhpenn evit ar familhoù, diouzh ar plasoù a chom er framm), an degemer diwar zifrae (degemer dreistordinal ha n’eo ket rakwelet, evit ur bugel ha n’eo ket anavezet gant ar framm).

Aozet e vez ar predoù war al lec’h, hag implijet dreist-holl, hervez ar pezh en em gav, produioù eus ar vro pe deuet eus al labour-douar bio.

Lakaet eo ar priz dre eurvezh hervez ur barem broadel lakaet gant KGT ha jedet diouzh gounidoù an tiegezh hag an niver a vugale e karg.

Penn al Liesdegemer : Katiana Michelet
Ti ar vugaligoù – 67, straed Laeneg e Douarnenez
Pgz : 02 98 58 96 35 / 06 29 57 50 55 – Postel : multiaccueil@douarnenez-communaute.fr
Studiet e vez ar goulennoù enskrivañ diouzh an niver a blasoù vak.
www.douarnenez-communaute.fr/petite-enfance/multi-accueil/