KENGRED, YEC’HED

LOJEIZ SOKIAL

Al lojeiz sokial meret gant feurmerien sokial a bep seurt (Douarnenez annez, Penn-ar-Bed annez, Espacil) zo strewet e meur a garter eus ar gumun : Bel air, Kreiz ar vourc’h, Pratanirou, Ar Bar Vras, Foenneg Veur ha lodennaoueg ar stad. Kemer a ra perzh ar vaered pe an eilmaer(ez)ed evit an aferioù sokial er bodadoù da reiñ lojeizoù vak en o c’humunioù.

Evit plediñ gant ur goulenn lojeiz sokial e c’hallit goulenn un teuliad war baper en ti-kêr pe ober ho koulenn enlinenn. Kerkent ha ma vo kadarnaet ho teuliad e resevoc’h un niverenn enrollañ unik a rankoc’h mirout rak ne c’haller ket ober heptañ evit tizhout ho koulenn LODEF (lojeiz dereat e feurm).

Da c’houde e c’hall an holl aozadurioù o deus lojeizoù sokial er c’humunioù m’ho pefe c’hoant da gaout ul lojeiz gwelet ho koulenn. Ma klotfe ul lojeiz gant ho tezverkoù e teuio an aozadur war-eeun e darempred ganeoc’h.

TUD A VICHER WAR AR YEC’HED

Mezeg hollegour : Dr Dumont, plasenn an iliz, 02 98 74 60 05
Kabined klañvdiour : 6 banell Dinaou, parklec’h an iliz, 02 98 74 60 20
Sofrologour : Christophe Bernard, 06 12 51 08 60

SKOAZELL ER GÊR

Gant ar Skoazell er gêr war ar maez (SGWM / ADMR) e vez kinniget servijoù evit harpañ an dud oadet, nammet. Gallout a ra skoazellerien emellout ingal pe bemdez e ti an dud skoazellet, hervez o live amzalc’h. Ar skoazellerien er gêr zo tud ha ne c’haller ket ober hepto evit derc’hel an dud oadet pelloc’h er gêr. Emañ Pouldregad e-barzh ar c’horn-bro deservijet gant an ADMR e Norzh ar C’hab evel ma’z eo termenet er c’hendivizad sinet etre Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag ar gevredigezh-se.

Darempredoù : ADMR Norzh ar C’hab, 176 straed ar Brug, 29790 Beuzeg-ar-C’hab, 02 98 70 49 58, nordcapsizun@admr29.org
Darempred e kumun Pouldregad : Andrée Henaff 06 38 67 11 01

LEVRIG coup de pouce

E miz Meurzh 2020 e oa bet embannet al levrig « Coup de Pouce » gant Douarnenez Kumuniezh hag an obererien a ra war-dro kengred sokial ar c’horn-bro. Ennañ eo renablet an darempredoù talvoudus a sell ouzh al lojeiz, ar boued, an dilhad, ar monedoneoù, ar prederioù hag ar skoazell sokial. Ur morad titouroù !

Pellgargañ al levrig Coup de Pouce 2020